Toon Disney

Toon Disney a zo ur chadenn skinwel etrevroadel evit ar re yaouank, perc'hennet eo gant ar Walt Disney Company.

Krouet eo bet d'an 18 a viz Ebrel 1998 er Stadoù-Unanet evel un eil kinnig, ouzhpenn da Disney Channel[1]. Dizehan e skign tresadennoù-bev evit ar vugale hag un nebeud abadennoù gant aktourien. Damheñvel eo ouzh Cartoon Network gant Time Warner. Toon Disney a voe lazhet d'an 13 a viz C'hwevrer 2009, goude tost da unnek vloaz skignañ. Erlerc'hiet e voe gant Disney XD, a adkemeras nebeut programmoù eus Toon Dinsey.

Er penn-kentañ e oa diazezet programmadur ar chadenn war heuliadennoù kozh bet savet gant Disney.

  1. Dave Smith, Disney A to Z: The Official Encyclopedia (Dave Smith)#Second Edition p. 564

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy